Advadezouriezh

An Advadezouriezh, pe "Anabaptism" e saozneg, deuet eus ar ger anabaptista, e latin an iliz, eus ar gresianeg ἀναβαπτισμός: ἀνά- "ad-" ha βαπτισμός "badeziant"[1] a zo ur skourr eus ar Gristeniezh hag a gav e wrizienn en Adreizhadur Krenn.

Krediñ a ra an advadezourien ne zleer badeziñ nemet tud hag a c'hell diskleriañ o feiz, kontrol d'an Ilizoù kristen pennañ (katoliked, ortodoksed, luterianed, kalvinisted) a vadez bugale nevez c'hanet.

Imbourc'herien a wel el luskad-se ur skourr eus ar Brotestantiezh ha re all ul luskad distag.

An Amished, an Hutteridi hag ar Vennonidi a ziskenn war eeun eus al luskad. Ar Schwarzenau Brethren, Bruderhof, hag an Apostolic Christian Church a zo gwelet evel skourroù ganet diwezhatoc'h e-touez an advadezourien.

An anv a "advadezour" a zo bet roet dezho gant ar re a waske anezho pe a stourme outo abalamour d'o boaz da vadeziñ tud gounezet d'o feiz daoust dezho bezañ bet badezet endeo pa oant bugel[2]. Pouezus oa evito e c'hellfe an hini a felle dezhañ bezañ badezet ober e ziskleriadur a feiz e-unan ; n'hellent ket asantiñ da vadeziant bugale eta. Kentañ izili al luskad a nac'he an anv a "advadezour" o lavarout n'helle ket bezañ o badeziant un eil peogwir ne dalveze netra an hini gentañ hag e oa enep ar skriturioù ; ar vadeziant kentañ oa o hini eta.

Abalamour d'o mennozhioù a-zivout ar vadeziant ha danvezioù all e voe heskinet garv an Adavadezourien e-kerzh ar XVIvet kantved ha betek an XVIIvet kantved koulz gant an ilizoù Protestant hag an iliz Katolik roman.

An darn vrasañ eus an advadezourien a lenne ger-ha-ger ar Brezegenn war ar Menez : ne douent le ebet, ne asantent ket mont da brezeliñ, ne gemerent ket perzh e melestradurezh ar vro. Un nebeud o deus bet ur sell all evel a re a gemeras perzh en Emsavadaeg Münster pe Thomas Müntzer ha Balthasar Hubmaier. Daoust d'ar re-mañ "advadeziñ" ne voent ket gwelet evel advadezourien gwirion gant strolladoù evel Amished, Mennonidi, ha Hutteridi hag un toullad istorourien.

  1. (en) Anabaptism @ Oxford English Dictionary. Kavet : 12 Meurzh 2025.
  2. (en) Harper, Douglas (2010). Online Etymological Dictionary.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search