Apofoniezh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen apofoniezh (saoz.: apophony) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel pe vogalennek evit merkañ perzhioù pe arc'hweloù yezhadurel, da skouer kembraeg corff « korf » > cyrff « korfoù » ha brezhoneg maen > mein.

Peurliesañ e teu an apofoniezh diwar diorroadur ur yezh a-hed an amzer pa deu da vezañ ur perzh morfologel ha/pe kevreadurezhel kemmoù a orin fonologel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search