Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Ar c'hoarzh a zo un dastaol, pe un ersav hervez tud zo, hag a ziskouez dent un den. C'hoarzhiñ a reomp en ur ober heuliadennoù a-frap bihan gant ur vouezh digomprenus ha trouzus. Pa vezomp o c'hoarzhin e vezomp techet da zigoriñ ar genou pe c'hoazh ober jestroù nann-kontrollet.
C'hoarzhet e vez 'blam d'ar fent, d'an herlinkaduriou pe ar c'hoarzh en e-unan. Ar c'hoarzh a zo ivez liammet gant e strafuilh kontrol. Al leñvadennoù hag ar c'hoarzh a c'hell bezan liammet a-wechoù.
N'eus ket nemet an den a c'hoarzh, al loened ivez o deus ur c'hoarzh. Evit an den, ar c'hoarzh a deu nemet adalek ar pevare pe pempvet miz.
Pa 'z omp yaouank e c'hoarzhomp dre vras 40 gwech pad un deiz (hag 20 e vit an dud gour), hep abeg, nemet evit ar plijadur. Laret e vez eo ar c'hoarzh un dra vat evit ar yec'hed. Hag a zo efedus evit an anken.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search