Flecktarn

Flecktarn
Iskevrennad euscamouflage pattern Kemmañ

Flecktarn ([ˈflɛktaʁn] ; "touellaozadur briket"), Flecktarnmuster ha Fleckentarn a vez graet eus ur familh touellaozadur unwiskoù brezel aozet diwar tri, pevar, pemp ha betek c'hwec'h liv. An hini implijetañ zo savet gant pemp liv disheñvel pe takad : gwer teñval, griz-gwer, gell-ruz, ha du war ur gwer sklaer pe du war rouz hervez ar saver unwisk.

An touellaozadur gant pemp liv a oa bet savet evit metoù kreiz Europa. Un doare gant tri liv anvet Tropentarn (Wüstentarn ent-ofisiel) zo bet savet evit ar metoù dezerzhel ; implijet eo bet gant Bundeswehr Alamagn en Afghanistan.

An touellaozadur orin gant pemp liv zo implijet, eilet ha kemmet gant meur a vro hervez o ezhommoù hag o hengoun.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search