Iriennouriezh

An irinennouriezh a zo ur gredenn, un ideologiezh ivez a-wechoù, a zo hini an iriennourien, a zispleg drezi darvoudoù politikel, istorel, hag a vije c'hoarvezet abalamour d'un irienn guzh bennak, evit diskar ar galloud (politikel, armerzhel pe relijiel), pe evit kemer ar galloud. Hervez ar gredenn-se e vez strolladoù tud droukrañsus, politikourien pe torfedourien, o klask kemer ar stur dre guzh hag o tistruj o enebourien. . Un toullad tud a embann ez eus iriennoù a-enep ar stad, Bro-C’hall, ar galleg, pe a-enep ar peoc’h, ar bed. Komz a reer neuze eus iriennouriezh: n'eo ket ur skiant evel-just, met ur gammweledigezh eus ar bed, pe un douellweledigezh. Ijinañ iriennoù a ra an iriennourien. Pe e kredont er pezh a laront, pe e klaskont levezoniñ ar speredoù. Darn eus an dud-se a c'hall bezañ brozennourien, klañv a spered, re all servijerien ar stad pe ur gostezenn bolitikel bennak, hag ober propaganda. Alies e vez diaes da zigejañ an daou seurt ijinerien iriennoù, rak un irienn ijinet evel arm ar propaganda a c'hall bezañ diefed war milionoù a dud ha derc'hel da levezoniñ tud klañvidik pe hegredik.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search