Frouezh an c'hastrilhez pe ar bod-kastrilhez pe ar c'hastilhez[1] pe ar c'hastrilhes[2] eo ar c'hastrilhez eus genad Ribes, hag eus kerentiad Grossulariaceae.
Pa vez graet un diforc'h evit an taksonomiezh etre tri spesad ar genad Ribes a ra frouezh mat da zebriñ evit Mab-den, e ra ar brezhoneg hag ar galleg gant nemet daou anv pep hini.
Strollañ a ra ar galleg ar spesadoù Ribes rubrum ha Ribes uva-crispa dindan an anv hollek nemetken (fr) groseille ha (fr) groseille à maquereau pe (fr) groseiller épineux , oc'h implijout un anv all evit an trede spesad Ribes nigrum (fr) cassis.
Eus e gostez e ra ar brezhoneg ur strollad kastrilhez evit ar frouezh bihan ha rond a-gropadoù o tiforc'hiñ anezho diouzh o liv, kastrilhez-du Ribes nigrum, kastrilhez-ruz ha kastrilhez-gwenn Ribes rubrum hag un anv all a zo evit an trede spesad en deus frouezh o-unan, brasoc'h hag hirgelc'hiek ha drein war ar gorzenn, spezad Ribes uva-crispa .
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search