Kelc'hspeurenn

Benvegad analañ an den
1 Divfron - 2 Genoù - 3 Briant - 4 Skevent - 5 Kelc'hspeurenn

Ar gelc'hspeurenn, pe lienenn-gig, zo ur gigenn a ra an disparti etre kavenn ar brusk ha kavenn ar c'hof er bronneged. Ur gelc'hspeurenn pe ur framm damheñvel zo ivez en divelfenneged hag er stlejviled. Ul lodenn bouezus eus benvegad analañ an den eo ar gelc'hspeurenn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search