Kwareg

Ur yezh kouchitek eo ar c'hwareg (qwara; qwareña) pe falacheg (falashan) komzet gant ar Yuzevion vetek eus Etiopia.

Ur rannyezh agawek eo, tost-tre d'ar c'hemanteg.

O vont da get e oa ar yezh e dibenn an XXvet kantved, da gentañ war he zakad hengounel en Etiopia ha war-lerc'h e Stad Israel goude ma oa bet kaset di an darn vrasañ eus ar Falached.

Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search