Lestr-brezel

The Cannon Shot (1670) gant Willem van de Velde the Younger, o tiskouez ul lestr eus al linenn izelvroat eus ar XVIIvet kantved

Ul lestr-brezel pe bag-emgann a vez graet eus ul lestr implijet evit ar brezel war vor. Alies ez int ul lodenn eus ur morlu hag a zo ur skourr eus nerzhioù lu ur stad,[1] ha pa c'hellfent bezañ paramantet gant hiniennoù, gant ur stroll pe gant ur c'horfuniad. Ouzhpenn bezañ armet, al listri-brezel a zo savet ivez evit gellout talañ ouzh tagadennoù lies ha kreñv. Savet int ivez evit gellout mont buanoc'h ha kaout fiñvusted ouzhpenn war al listri-kenwerzh. Un diforc'h all etre al listri-brezel hag al listri-kenwerzh eo e vez leuniet al listri-kenwerzh gant marc'hadourezh, tra ma vez armoù ha peadra evit dafariñ ar bourzhidi nemetken el listri-brezel.

D'ar mareoù brezel, an diforc'h etre listri-brezel hag ar bigi kenwerzh a zo dispis. Betek ar XVIIvet kantved e oa boas ar bigi kenwerzh da vezañ lakaet er servij er morlu, ha ne oa ket ral evit an hanter eus ur flodad bezañ savet gant bigi kenwerzh.

  1. Emglev ar Broadoù Unanet war al Lezenn war-vor. Lodenn II, isrann C.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search