Maltouterezh a vez graet eus un aozadur pe un ajañs en ur vro hag a zo e gefridi dastum ar gwirioù maltouterezh hag evezhiañ an eskemmoù marc'hadourezh, loened, an dezougen, objedoù personel, hag objedoù dañjerus, o vont hag o tont e diabarzh pe e diavaez ar vro[1]. Peurliesañ, ar maltouterezh zo ul lodenn eus servijoù an tailhoù. Abaoe degadoù a vloavezhioù eo ledanaet kalz e dachennoù oberiantiz : tailhoù, surentez, hag aezamant an eskemmoù ekonomikel[2].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search