Mezh

Eva o plegañ he fenn gant ar vezh. Delwenn gant Auguste Rodin.
Emlazh Lucretia, hervez Marcantonio Raimondi, ~1511

Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:

  • pa vez graet goap outañ, met dreist-holl dirak tud all,
  • pa gred en deus graet un dra fall e-keñver e vetoù, e gredennoù, a-enep e dalvoudoù (politikel, relijiel) pe re ar gevredigezh.

En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez.

Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search