Mithras

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Mithra hag an tarv, murlivadur Doura Europos, bloaziet etre 168 et 256 goude J.-K.

Mithras, pe Mithra : anv un doue meur ar Bersed.

Doue pe ized an henbersed, dindan Ormuzd; Gresianed ha Romaned o deus kemeret evit an Heol. Ur bersoneladur Ormuzd eo, pennabeg engehenter ha skeudenn ar frouezhusted hag a gendalc'h hag a vir yaouankiz ar bed. Diskouezet eo evel ur paotr yaouank gant ur boned frizian, un doneg, hag ur vantell war e skoaz kleiz; lazhañ a ra un tarv gant ur c'hleze en e c'houzoug. E azeulerezh a zo degouezet e Roma war dro bloaz 67 kent J.K. Gant madelezh veur e oa digemeret, dreist-holl d'ar c'houlz Kommod. Lidet e oa gouelioù anavezet (mithriaques). Komz a zo diwar lidaberzhioù tud; nemet aon ha spont e oa gant an holl; kent kriz e oa an arnodennoù ken meur a degemeriad e varve alies. Ar relijion se a zo aet da get e-pad ar IVt kantved.

troidigezh diwar Bouillet, p. 1196.

Ernest Renan : "Ma'z e vije bet stanket ar Gristeniezh en he gresk gant ur glañved marvel, ar bed e vije bet dindan Mithra"

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search