Plaverez

plaver
klasad nijerezioù
Iskevrennad eusfixed-wing aircraft, unpowered aircraft Kemmañ
Implijgliding Kemmañ
Military designationVL, VG, G, L Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from gliders Kemmañ

Ur blaverez a vez graet eus un nijerez gant divaskell stag hag a implij nerzh ar reaktadur etre an aer ha gorre an nijerez evit fiñval en un nij dieub ha n'eo ket gant nerzh ur c'heflusker. Darn eus ar plaverezioù n'int ket savet gant ur c'heflusker, memes ma vez ul lod anezho, ar plaverezioù-kefluskek, hag a zo dafaret gant kefluskerioù bihan evit reiñ an tu dezho da gaout un hed-nij hiroc'h. E-leizh a zoareoù plaverezioù a vez kavet hervez an doare ma'z eo bet savet an divaskell, an efedusted aerodinamek, lec'hiadur ar sturier, an doare sturiañ ha kefridi ar blaverez. An darn vrasañ anezho a implij darvoudennoù meteorologel evit kenderc'hel da nijal. Ar plaverezioù a vez implijet dreist-holl evit sportoù aer pe evit plavañ evel dudi. Lod eus an nijerezioù egorel a zo bet savet evit diskenn evel ma ra ar plaverezioù, hag a-raok e oa bet implijet ar plaverezioù evel karbedoù-kas dreist-holl e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kavout a reer ivez stummoù heñvel pe damheñvel ouzh c'hoarioù, hag ar re-se a c'hell bezañ savet evel ar c'hirri-nij paper.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search