Quatrevingt-treize

Quatrevingt-treize
Quatrevingt-treize
Golo al levr Quatrevingt-treize
Titl orin Quatrevingt-treize
Aozour Victor Hugo
Doare Romant istorel
Embanner Michel Lévy
Deiziad embannadur 19 a viz C'hwevrer 1874
Yezh Galleg
Bro Bro C'hall

Romant diwezhañ Victor Hugo eo Quatrevingt-treize[1], embannet d'an 19 a viz C'hwevrer 1874 gant an ti embann Michel Lévy e Pariz.
Istor ar romant a dremen er bloaz 1793 e-kerzh an Dispac'h Gall, da vare ar Spont Bras.

Skrivet eo bet e Gwernenez adal miz Kerzu 1872 betek miz Even 1873. Mennozh ar romant a oa savet e Victor Hugo er bloaz 1862 just goude embannadur Les Misérables.
Chomet eo ar romant e stad ur mennozh e-pad 10 vloaz, dre ma oa an aozour o skrivañ levrioù all, Les Travailleurs de la mer (1866) ha L'Homme qui rit (1869).

  1. Doare-skrivañ dibabet gant an aozour ; Quatre-vingt-treize eo e lod embannadurioù.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search