Vlissingen

Lec'hiadur Vlissingen
Porzh Vlissingen
Ardamez Vlissingen
Ardamez Vlissingen
Krugell an oadoù (miz Genver 2009)

Vlissingen (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. Abaoe kantvedoù eo bet ur porzh a-bouez peogwir eo lec'hiet mat, etre ar stêr Scheldt ha Mor an Hanternoz. Gwirioù-kêr a voe roet da Vlissingen e 1315. Er 17vet kantvede voe ur porzh a-bouez, ma tilestre bagoù Vereenigde Oost-Indische Compagnie (VOC) . 344,98 km² eo gorread Vlissingen (douar : 34,16 km², dour : 310,82 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 44 721 annezad enni. E Vlissingen eo e vez savet lod brasañ listri morlu (Koninklijke Marine) an Izelvroioù. Ouzhpenn Vlissingen ez a ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul d'ober ar gumun : Groot-Abeele, Ritthem, Oost-Souburg ha West-Souburg. Ur gêr a-bouez bras a-fet touristelezh ha merdeerezh eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search