Ainoueg

Ainoueg
(アイヌ イタク Aynu itak)
Perzhioù
Komzet e : Japan
Rannved : Hokkaido
Komzet gant : ~1 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezh digenvez
  • Ainoueg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : hini ebet
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh
Urzh ar gerioù : SOV
Frammadur silabek : CV(C)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 ain
ISO 639-3
Kod SIL AIN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Takad istorel an ainoueg

An ainoueg (ainoueg: アイヌ イタク, aynou itak; japaneg: アイヌ語, ainou-go) a zo ur yezh digenvez komzet gwechall gant an Ainoued war enezenn Hokkaido e hanternoz Japan. Komzet e veze gwechall ivez en Inizi Kouril, e hanternoz Honshu hag e kreisteiz Sac'halin.

Kavet e vez gerioù boutin etre an ainoueg hag an nivc'heg a deu diwar darempredoù etre an div yezh, dres evel ar gerioù boutin all etre ar japaneg hag an ainoueg.

Ur yezh en arvar da vont da get eo an ainoueg hag an darn vrasañ eus ar 150 000 a dud a disklêr bezañ ainoued ne gomzont nemet japaneg. Bez e oa 100 den barrek war ar yezh e Niboutani (Biratori, Hokkaido) met n'eus nemet 15 dioute a rae ganti bemdez er bloavezhioù 1980. En holl ez eus tro-dro da 1 000 den barrek war ar yezh e Hokkaido a-bezh, an darn vrasañ dioute ouzhpenn 30 vloaz.

War gresk a ya an niver a dud a zo o teskiñ ar yezh hiziv koulskoude ha muioc'h a dud a gomz an ainoueg da eil yezh eget da yezh kentañ.

Ez ofisiel e vez skrivet an ainoueg gant lizherennoù ar silabenneg japanek katakana, met implijet e vez ivez al lizherenneg latin.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search