Akershus zo ur gontelezh e gevred Norvegia. En-dro dezhi emañ kontelezhioù Hedmark, Oppland, Buskerud, Oslo hag Østfold. Harzoù he deus ivez gant Sveden (Värmland). E miz Genver 2016 e oa 594 533 a dud o vevañ enni. An eil kontelezh pobletañ er vro eo Akershus, goude Oslo. En em astenn a ra war 4 917 km². Oslo eo ar gêr-benn velestradurel, daoust ma n'emañ ket er gontelezh.
Anvet eo ar gontelezh diwar Kreñvlec'h Akershus.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search