Amprevan

  • Evit ar ger kunujenniñ sellout ouzh kunujenn.
Amprevaned

Eristalinus taeniops
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An amprevaned zo loened divellkeinek eus skourrad an Artropoded, azonet gant ur c'horf rannet e tri fezh : ur penn div dastornell outañ, ur brusk c'hwec'h pav outañ, hag ur c'hof — ar c'hevnid n'int ket amprevaned eta.

En Devonian, war-dro 410 milion a vloavezhioù zo, e voe al loened c'hwec'hpavek kentañ ; er Glaouvezh (–360 m. a v.) e voe an amprevaned gwirion kentañ, en urzhadoù Hemiptera, Odonata, Orthoptera.

War-dro 5,5 milion a spesadoù amprevaned zo, da lavaret eo 70% eus ar spesadoù loened a zo war an Douar.
Ur milion hepken eus ar spesadoù amprevaned zo bet deskrivet gant ar skiantourien, pa 'z eus bet deskrivet 19 000 spesad pesked, 9 000 evn, 6 000 stlejvil, 4 500 bronneg ha 2 800 divelfenneg.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search