An Here

Krouet eo bet an ti-embann An Here e 1983 hag aet eo da freuz-stal e diwezh 2005. Savet e oa bet gant Martial Menard hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e Skol Diwan Kemper a oa staliet e Ploveilh d'ar mare-se). Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar grennarded levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel.

E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhonek. Ur stumm skeudennaet a oe embannet e 1995 (Geriadur brezhoneg) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 (Geriadur brezhoneg An Here).

An ti-embann brezhonek a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhonek evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.

Tremen 190 levr brezhonek, 20 albom bannoù-treset brezhonek, 2 gazetenn vrezhonek ha 26 levr gallek zo bet embannet gant An Here.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search