Awen

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Awen a reer eus ar broud a ra d'an arzourien ha d'an arzourezed bezañ gouest da grouiñ un oberenn.

Heñvel eo ar ger brezhonek awen ouzh ar ger kembraek nemet e ra Kembreiz dave d'o barzhoniezh hepken hag e weler an awen meneget gant ar varzhed koshañ.

Koulskoude ec'h anavezer ur meizad heñvel e pobloù indezeuropat, henroman (Ovidius a ra dave d’an aetheritus spiritus, ar speredoù neñvel[1]) ha henc'hresian, pa voe kaoz eus ar Muzezed, doueezed a c’hwezhe an atiz d’an arzourien. E brezhoneg eo bet lakaet awen da dalvezout evit ar pezh a vroud an arzourien hag an arzourezed da grouiñ.

  1. Est deus in nobis, et sunt commercia caeli: sedibus aetheriis spiritus ille venit. ("Un doue zo ennomp, hag eskemm gant an neñv a reomp : eus ar speredoù neñvel e teu an awen") en Ars amatoria, levrenn 3, 549-550. Kavet : 27 Gou 24.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search