Badeziant

Murlivadur eus ur vadeziant en arz kristen kentidik. Kev-beziañ Sant Marcellinus ha Pêr, Via Labicana, e Roma

Ar vadeziant (eus ar verb latin baptizo[1], badeziañ, diwar an henc'hresianeg Βαπτίζειν baptizein, furm eus ar verb Βάπτειν baptein, « soubañ en ul liñvenn ») zo ul lid pe ur sakramant a arouez buhez nevez ar gristenien vadezet, marv e-keñver o buhez kozh merket gant ar pec'hed. Dasorc'hiñ a ra ar gristenien nevez en ur vuhez nevez gant ar C'hrist. Al lid-mañ a vez alies un testeni foran evit ar re a zo gounezet d'ar gristeniezh.

Ar gourvadez pe ar c'hristenadur zo ul lid eeunaet a vez implijet e-lec'h ar vadeziant pa vez ur bugel e riskl da goll e vuhez trumm (meneget e vez ar vugale kristenaet er rolloù parrez kozh). Fennañ a reer dour war penn an den en ur lavaret ar c'homzoù da-heul : « Da vadeziñ a ran en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel ».

Abred en istor an iliz e oa anavet ar verzherinti evel "badeziant ar gwad", a roe o zu d'ar verzherien na oant ket bet badezet da vezañ salvet. Diwezhatoc'h e anadas meizad badeziant ar c'hoant, en Iliz katolik, hag ar re a briente ar vadeziant (katekiziad) hag a varve a-raok resev ar sakramant-se a oa sellet oute evel salvet memestra[2]. Sellet e oa outi evel ur sakramant ret da vezañ salvet gant an holl gristenien, betek Huldrych Zwingli a zisklêrias er XVIvet kantved ne oa ket ezhomm anezhi[3]. Hiziv an deiz, kristenien zo, ar Grenourien hag arme ar salud peurgetket, ne vadeziont ket o izili abalamour ma soñjont n'eo ket ret.

Dont a ra badeziant al lidoù kristen liesseurt eus al lid kouronkañ yuzev (ar mikve) ha harpet eo war un arouezelezh tostaet gant Carl Gustav Jung ha kalz bredelfenourien d'ar vuhez in utero. Ar soubadur en dour a laka da soñjal er fed da veuziñ, er glanadur, er marv hag en adc'hanidigezh[4].*

  1. Émile Ernault, Dictionnaire étymologique du breton moyen, p 31
  2. The Necessity of Baptism. Catechism of the Catholic Church. Vatican Publishing House (1993). Kavet : February 24, 2009.
  3. Cross, Frank Leslie; Elizabeth A. Livingstone (2005). "Baptism", The Oxford Dictionary of the Christian Church. Oxford : Oxford University Press. 151–154 p. ISBN 0-19-280290-9. OCLC 58998735. 
  4. Psychanalyse du rite baptismal

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search