Ar biologour, ha dreist-holl ar biologour mor, a ra bezhin eus kement seurt goumon a zo pe algae o kreskiñ er mor o vezañ lieskelligek ha makrotallek pe gant treujoù bras, o tiforc'hañ bepred diouzh ar re vikroskopek dre o ment[1]. Ur c'halz a fikologourien pe vbezhinourien a vez gwelloc'h gante implijout ar ger "Mikroalgae" evit ar re vikroskopek ha "makroalgae" e-lec'h ar gerioù "goumon" pe "vezhin".
Renket e vez ar bezhin hervez o liv pe kompozadur an danvez a ro liv dezhe, da lavarout eo, bezhin gell pe Faeofita, bezhin ruz pe Rodofita ha bezhin glas pe Klorofita. Un toullad spesadoù kianobakteria evelkent a c'hell bezañ lakaet e-touez ar bezhin. Arabat faziañ gant ar bezhin o lakaat anezhe asambles gant geotennoù a gaver war vord ar mor evel ar morgeotennoù hag a zo anezhe plant gwazhiennek, pe c'hoazh louzoù, ha kazi louzoù fall, a vez bleuñv enne. N'eus forzh bez' ez int lod eus henekosistemoù morel. (Ar gwellañ termenadur a c'heller reiñ d'ar ger louzoù a zo "ur blantenn n'emañ ket en he flas reizh".)
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search