Brezel Seizh Vloaz

Brezel Seizh Vloaz
brezel
Lec'hEuropa Kemmañ
Deiziad kregiñ29 Eos 1757 Kemmañ
Deiziad echuiñ15 C'hwe 1763 Kemmañ

Ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763) zo ur brezel en XVIIIvet kantved a c'hoarvezas e meur a rannved (Europa, Norzhamerika, India hag all), ha dre-se eo bet keñveriet ouzh ar Brezel-bed kentañ.

Ar re a gemeras perzh eo Rouantelezh Bro-C'hall, enebet ouzh rouantelezh Breizh-Veur en un tu, Arc'hdugelezh Aostria ouzh Rouantelezh Prusia en tu all. Koulskoude, dre c'hoari an emglevioù etre ar stadoù eo tost holl Stadoù Europa hag o zrevadennoù a gemeras perzh er brezel. Gwelet e voe Spagn o harpañ Bro-C'hall, ha Rusia o harpañ Aostria. Lavaret e vez peurvuiañ e krogas ar brezel d'an 29 a viz Eost 1756, pa lammas Friedrich II, Roue Prusia, war Priñselezh Sachsen, petra bennak ma oa kroget an emgannoù e trevadennoù Norzhamerika a-raok ober o reuz en Europa.

Kemmoù bras a voe e kempouez ar galloudoù en Europa da-heul ar brezel. Savet e voe an Impalaeriezh saoz, an hini kreñvañ a-hed an XIXvet kantved, ma'z eas da get an trevadennoù gall savet en XVIIvet kantved en Indez ha Kanada, ha kreñvaet e voe pouez Prusia a voe trec'h en emgann Rossbach war ar C'hallaoued, hag en emgann Leuthen war an Aostrianed e 1757.

Bellerien ar Brezel Seizh Vloaz

Rouantelezh Breizh-Veur


Kengevredad Haudenosaunee

Prusia

Portugal (adalek 1762)


Priñselezh Braunschweig-Wolfenbüttel

Landgraviezh Hessen-Kassel

Priñselezh Schaumburg-Lippe


An emglevioù etre ar broioù a-raok ar brezel

Rouantelezh Bro-C'hall


Kengevredad Abenaki

Impalaeriezh santel roman german


Impalaeriezh Rusia


Impalaeriezh Spagn


Impalaeriezh Sveden (1757-1762)


Impalaeriezh Voghol (adalek 1757)


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search