Brezel etre Ukraina ha Rusia

Brezel etre Ukraina ha Rusia
brezel
Rann eusbec'hioù goude soviedel, brezel yen nevez Kemmañ
Arvezdarempredoù Rusia-Ukraina Kemmañ
StadUkraina, Rusia, Belarus, Republik Pobl Donetsk, Republik Pobl Louhansk Kemmañ
Lec'hMor Azov, Oblast Rostov, Ukraina, Krimea Kemmañ
Raklec'hiet gantkendestenn istorel ar reuz a-du Rusia en Ukraina e 2014, Euromaidan Kemmañ
Deiziad21. century Kemmañ
Deiziad kregiñ20 C'hwe 2014 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezstagadur Krimea ouzh Rusia e 2014, emglevioù Minsk Kemmañ
Prantadistor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin Kemmañ
Abeg pennañdispac’h an Dinentez, trevadennerezh rusian, astennerezh an AFNA war-zu ar reter, Freuzadenn an Unaniezh Soviedel Kemmañ
Efedinternational sanctions during the Russo-Ukrainian War, brezel iliz etre Rusia hag Ukraina, 2022 annexation referendums in Russian-occupied Ukraine, list of foreign aid to Ukraine during the Russo-Ukrainian War Kemmañ
HashtagUkraineWar Kemmañ
Roll elfennoùListenn ar gazetennerien bet lazhet e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia Kemmañ

Brezel etre Ukraina ha Rusia zo abaoe miz C'hwevrer 2014. Ouzhpenn nerzhioù lu Rusia e vez lod disrannerien a-du ganto o kemer perzh er stourm. Kroget e oa ar bec'h gant Rusia dres goude Reveulzi Maidan. Tabut zo diwar-benn statud rannvroioù Krimea ha Donbas, e su ha mervent Ukraina. Ar re-se zo anavezet evel lodennoù eus Ukraina gant ar braz eus stadoù ar bed ha gant an aozadurioù etrebroadel. Aloubet e oa bet Krimea gant Rusia, ha goude-se e oa kroget ar brezel e Donbas etre disrannerien, harpet gant Kevredad Rusia, ha nerzhioù lu Ukraina. A bep seurt doareoù stourm zo bet, evel emgannoù war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da armañ an harzoù tro-dro Ukraina. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar brezel a oa bet gwashaet c'hoazh pa oa bet aloubet ul lodenn eus Ukraina gant nerzhioù lu Rusia.

Enepargadennoù ukrainat a zo bet e su ha biz ar vro o adtapout douaroù abaoe miz Eost. E fin miz Gwengolo Rusia a embanne e oa staget ouzh ar c'hevread an tiriadoù damm-aloubet e su ha reter Ukraina. Ne oa ket bet degemeret mat gant darn broioù ar bed. Ar brezel zo mammenn ar gwasañ grizenn a-fed divroidi abaoe fin an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn-se ar c'holloù trevour a zo uhel betek dek milieroù a dud lazhet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search