Bro-Ereg

Bro-Ereg[1] eo an anv roet d'ar vro aloubet gant Brezhoned rouantelezh Kerne diwar-goust Franked Gwened er VIvet kantved, war-lerc'h ma voe kemeret Gwened gant ar penn-kadour brezhon Gwereg (anavezet evel Warok pe Waroch e galleg) a voe roue kentañ ar vro. Bro-Ereg a vez graet eus Bro-Wened ivez a-wechoù.

Anavezet eo istor ar rouaned-se dre skridoù an eskob gall Gregor Teurgn, a ra anv eus ar brezelioù etre Franked ha Brezhoned.

  1. Meneg e-barzh Devri : [1]

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search