Catuvellauni

Ar vro annezet gant Catuvellauni, en Enez Vreizh

Catuvellauni eo anv ur ur bobl vrezhon a veve e kreisteiz Enez Vreizh, a-raok donedigezh ar Romaned.

Roudoù eus ar bobl-se a weler er pezhioù moneiz bet kavet war o lerc'h hag er menegoù a gaver e skridoù latin. Anv anezho a ra an istorour roman Cassius Dio ha menegiñ a ra o stourm ouzh an aloubadeg roman er bloaz 43. Unan eus keodedoù roman Enez Vreizh e oant ivez, hervez Douaroniezh Ptolemaios en Eil kantved. Diazezet e oant neuze el lec'h m'emañ bremañ kontelezhioù Hertfordshire, Bedfordshire hag ul lodenn eus Cambridgeshire, en-dro da gêr Verulamium (St Albans bremañ).

En-dro dezho e oa ar pobloù Iceni ha Corieltauvi en norzh, Trinovantes er reter, Dobunni hag Atrebates er c'hornôg, ha Regnenses ha Cantiaci er c'hreisteiz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search