Che Guevara

Ar Che (1960)

Ernesto Guevara (ofisiel), pe a-wechoù Ernesto Guevara de la Serna (diofisiel), a zo bet ganet d'ar 14 a viz Even 1928 e Rosario (Arc'hantina) ha marvet d'an 9 a viz Here 1967 e La Higuera (Bolivia). Anavezet eo gwelloc'h dre an anv Che Guevara pe Che (ar Che) hepmuiken (distaget /t͡ʃe.ɡeˈβa.ɾa/ e spagnoleg). Che eo al lesanv a vez graet diouzh tud Arc'hantina gant Latinamerikaniz all, diwar un estlammadell a zeu ganto alies.

Emsaver komunour arc'hantinat ha kuban, milour, skrivagner ha den-Stad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search