Dario Franchitti

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dario Franchitti, 2015

George Dario Marino Franchitti (bet ganet d'an 19 a viz Mae 1973 e Bathgate, Bro-Skos) a zo ur blenier kirri skos en deus redet en IndyCar etre 2002 ha 2013. Gounezet en deus teir wech an Indianapolis 500 (2007, 2010 ha 2012) ha peder gwech titl an IndyCar (2007, 2009, 2010 ha 2011). Redek a rae gant Chip Ganassi Racing e fin e red-vicher.

A-raok en deus redet e Champ Car etre 1997 ha 2002 met rannañ ar gevezadeg e div en deus lakaet anezhañ da redek en IndyCar kentoc'h. Redet en deus ivez e NASCAR etre 2007 ha 2008. Ranket en deus dilezel ar redadegoù e fin ar bloaz 2013 en abeg d'ur gwallzarvoud e Houston.

Anavezet eo ivez evit bezañ breur Marino Franchitti ha kenderv Paul di Resta, a zo blenierien kirri ivez, hag evit bezañ gwaz Ashley Judd, aktourez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search