Diaspora

Diaspora ((grc) διασπορά diasporá, diwar διασπείρω diaspeirō "Strewiñ a ran") eo ar ger implijet evit kaozeal diwar-benn ur boblañs strewet eus he ziriad orin.

Da gentañ e termene strewadur bras ur boblañs dre heg, pell eus he ziriad orin, ha dreist-holl diaspora ar Yuzevien. Hiziv e c'hell bezañ n'eus forzh peseurt poblañs hag a c'hell bezañ c'hoazh ar muiañ-niver anezhi en he ziriad orin, evel an diaspora armenian, mec'hikan pe diaspora ar Vretoned zoken[1].

Klasket e oa bet lakaat kemm etre an diasporaoù, diouzh o fennabeg (kenwerzh, fiñvadegoù, impalaerouriezh) pe diouzh ar sternioù sokial hag al liammoù ouzh ar vro orin. Lod eus an diasporaoù a zalc'h liammoù kreñv-kenañ ouzh o ziriad orin, betek war an dachenn bolitikel.

Asambles gant keal an diaspora e c'hell bezañ hinian distro, darempredoù gant kumuniezhoù all eus ar memes diaspora ha diouer a embarzhiñ-klok er vro zegemer. Alies e talc'h un diaspora liammoù politikel ouzh he bro-orin kenkoulz hag e levezon war bolitikerezh he bro-zegemer.

  1. Kévin Storme, « Diaspora bretonne. En quête du rêve américain », Le Télégramme, 17.01.2019. Lennet d'an 23 a viz Ebrel 2020

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search