Dwynwen

Ur santez eus Kembre eo Dwynwen, ha bevañ a rae er Vvet kantved, ma varvas war-dro 460. Bep 25 a viz Genver e vez lidet Dydd Santes Dwynwen ("Deiz santez Dwynwen") e Kembre, ma'z eo bet lakaet da santez ar garantez.

Anavezet eo e Breizh ivez, ma reer Douenwenn anezhi. E Plouha, ma veze graet Santez Twina ar Mor anezhi, e veze pedet ar santez ouzh an derzhienn ha pardon a veze d'ar 16 a viz Mae. E Sant-Maloù ivez, ma vez graet Sainte Ouine anezhi, e vez ur foar en hec'h anv etre miz Genver ha miz C'hwevrer.

Ur varzhoneg kembraek gant John Ceiriog Hughes (1832-1887) a ra meneg eus santez Dwynen ; troet eo bet e brezhoneg gant Anatol ar Braz[1]

  1. Feunteun santez Dwinen

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search