Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EUROCENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
██ Takad euro (20)
██ Stadoù UE e-maez an takad euro (6)
██ Disdalc'h d'ar Rouantelezh Unanet evit he donedigezh en takad euro (1)