Faunus

Faunus Barberini, e München
Addelwenn eus Faunus o tañsal, dirak Casa del Fauno e Pompei.
Faunus Vienna

Faunus, pe Faunus Lupercus, a oa doue kornek ar maezioù e mojennoù Roma an Henamzer, heñvelekaet ouzh Pan tud Hellaz (gant kemmadur p/f), hag unan eus ar re goshañ, an di indigetes.

Mab e oa da Picus, mab-bihan da Saturnus, ha tad da Latinus, roue al Latined, a oa mab d'e wreg Fauna), pa zegouezhas Eneas en Italia. Hervez skridoù zo avat e oa mab da Saturnus ha Kirke.

Doue ar maezioù e oa Faunus, pa oa Silvanus doue ar c'hoadoù. Diwaller ar chatal e oa Faunus dreist-holl, ha reiñ a rae dezho frouezhusted, neuze e veze graet « Inuus » anezhañ, o diwall a rae diouzh ar di, ha se zo kaoz e veze graet « Lupercus » anezhañ (eus Lupus: « bleiz ») neuze.

Gouest e oa da gas gwallhunvreoù d'an dud, hag Incubis (« gwallhunvre » a veze graet anezhañ ivez).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search