Flandrez


Banniel Flandrez a zo ul leon du war ur foñs melen, skilfoù ha teod ruz

Flandrez (Vlaanderen e nederlandeg) a vez lavaret eus hanterenn norzh Belgia, ma vez komzet nederlandeg pe stummoù anezhañ, anvet alies flandrezeg. Unan eus rannvroioù hag eus kumuniezhioù yezhel Belgia eo (Rannvro Flandrez ha Kumuniezh flamank). Brusel eo ar gêr-benn. Eno emañ sez Parlamant Flandrez, daoust m’eo distag Rannvro Brusel diouzh Rannvro Flandrez ha daoust ma vez komzet galleg gant an darn vrasañ eus an dud eno.

En istor e roer ur ster disheñvelik d’ar ger Flandrez : an anv-se a raed gwechall eus ur gontelezh en em astenne etre ar stêr Escaut ha Mor an Hanternoz.

Gorread ar vro a zo 13 522 km2. Ar relijion pennañ eo an hini katolik. Kan Broadel Flandrez eo ar Vlaamse leeuw.

D'ar 1 a viz Genver 2008 e oa 6 161 600 a dud o chom e Rannvro Flandrez. War-dro 15% eus annezidi Brusel a sell outo o-unan evel Flandreziz ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search