Fuzeenn

Ar fuzeenn Chang Zheng CZI 2F o tibradañ e Sina d'ar 15 a viz Here 2021 da gas an egorlestr Shenzou 13 d'an egor

Ur fuzeenn zo un egorlestr kaset gant ur c'heflusker nerzhek-kenañ gouest da gas en egor nes un egorlestr all (ul loarell) pe c'hoazh da gas un egorlestr e-maez amestez an Douar da weladenniñ korfoù-egor all.

Alies evej meur a estaj enno, a vez enaouet an eil war-lerc'h egile da gas ar fuzeenn pelloc'h c'hoazh. Ar fuzeenn c'halloudusañ a zo bet a oa Saturn V, a oa gouest da gas 150 tonenn en egor hag a zo bet implijet evit ar c'hefridioù Apollo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search