Geriadur istorel ar brezhoneg

Geriadur istorel ar brezhoneg eo titl ar geriadur istorel savet gant Roparz Hemon hag embannet gant Preder e levrennoù adalek 1959. Ur geriadur brezhonek-gallek eo, gant skouerioù e-leizh, dre-se eo ur benveg a dalvoudegezh evit an droourien eus an amzer a vremañ. Adkemeret e oa bet e batrom gant Martial Ménard[1], p'en doa divizet sevel e c'heriadur treadegel eus ar brezhoneg lakaet enlinenn e 2016 gant Kuzul ar Brezhoneg dindan anv Devri gant harp skiantel Skol-Veur Roazhon.
Savet en doe Roparz Hemon un reizhiad evit berraat titloù an testennoù brezhonek renablet gantañ. Implijet e vez ar reizhiad-se er geriadur treadegel, Devri, ivez.

  1. E kentskrid Dictionnaire français-breton, p. 14 : displegañ a ra M. Ménard en doe dastumet 10 000 pajennad notennoù e-doug 30 vloaz hag e teuas da reiñ d'an notennoù ar furm daveennet dibabet gant Roparz Hemon.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search