Glas (liv)

Pennadoù glas ha glaz zo ivez.
Glas
#88aaff / #8af#1100bb / #10b#2277aa / #27a#4422ee / #42e#7788ee / #78e#0033ee / #03e#221177 / #217#6666ff / # 66f#5588ee / #58e
Nav arliv glas
Bukit war pep liv da welout e voneg HTML

Skalfad tredanwarellek
Trohed 450 – 495 nm
Talm 667 – 606 THz

Bonekadur
evit ar glas-mañ : 0000
HTML #0000ff
sRGB (0, 0, 255)
CMYK (100, 100, 0, 0)
HSV (240, 100, 100)

Seul belloc'h an traoù, seul c'hlasoc'h

Glas a reer eus al liv gweladus a zo etre 0000 mouk ha 0000 gwer er skalfad tredanwarellek, adalek an trohed 450 nm betek an trohed 495 nm. Mouk eo al liv a weler pa vez berroc'h an trohed eget 450 nm, ha gwer a weler pa vez an trohed hiroc'h eget 495 nm. "Glas glan" a reer eus al liv glas eo 450 nm e drohed.

Glas e vez an oabl pa vez dizolo ha pa vez heol ; glas e seblant bezañ al ledennadoù bras a zour ivez pa vez brav an amzer, abalamour ma vez distaolet liv an oabl ganto. En abeg d'ur gwered luc'hel anvet "amstrewadur Rayleigh" e welomp un oabl glas : strewet muioc'h eget re al livioù all e vez trohedoù glas gouloù gweladus an Heol gant atomoù oksigen ha nitrogen aergelc'h an Douar. Dre an hevelep anadenn e welomp liv glas war an traoù a zo er pelloù, peogwir e vez treuzet muioc'h a aer gant ar gouloù.

Al liv glas eo hini karetañ tud ar sevenadurioù kornaouegel, e kav dezho ez arouez an unvaniezh (banniel Europa, da skouer), an didermen, ar fiziañs, ar fealded, an ijin, ar yenijenn, hag an dristidigezh evit lod[1].

  1. (fr) Heller, Eva : Psychologie de la couleur : effets et symbolique, Éditions Pyramyd, 2009, (ISBN 978-2-35017-156-2), p. 13.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search