Gwened


Gwened
Ar ramparzhioù.
Ar ramparzhioù.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Vannes
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan (pennlec'h)
Arondisamant Gwened (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h tri c'hanton: Gwened-1, Gwened-2, Gwened-3
Kod kumun 56260
Kod post 56000
Maer
Amzer gefridi
David Robo
2020-2026
Etrekumuniezh Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù (sez)
Bro velestradurel Bro Gwened
Lec'hienn web (fr)br.mairie-vannes.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 54 017 ann. (2020)[1]
Stankter 1 672 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 39′ 21″ Norzh
2° 45′ 37″ Kornôg
/ 47.6559, -2.7603
Uhelderioù kreiz-kêr : 22 m
bihanañ 0 m — brasañ 56 m
Gorread 32,3 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwened

Gwened a zo ur gêr eus Breizh ha kêr-benn Bro-Gwened, e foñs ar Mor Bihan. Pennlec'h departamant ar Mor-Bihan, Arondisamant Gwened ha tri c'hanton eo ivez. 53 218 annezad a oa enni d'ar 1 a viz Genver 2016, 135 882 e Gwened Tolpad. Prizet eo ar gêr gant an douristed evit he glad hag he endro. Ur pol deskadurezh uhel eo.

Darioritum a oa he anv e mare ar Weneted hag ar Romaned. Kêr-benn Bro-Ereg e teuas da vezañ er VIvet kantved e mare ar brezelioù etre ar Franked hag ar Vrezhoned. Ur gêr a-bouezh e teuas da vezañ gant an Duged. Mogeriet eo ar gêr kozh c'hoazh hiziv gant ramparzhioù bras eus ar mare-se, arouez galloud Dugelezh Breizh.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search