Gwez (plant)

Old Tjikko, ar wezenn vev goshañ a zo war an Douar.
E-pad 9550 a vloavezhioù he deus kresket war menez Fulufjället e proviñs Dalarna, Sveden.

Ur wezenn zo ur blantenn goadek gant brankoù stag ouzh ur c'hef. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober gwezenn anezhi.

Elfennoù a-bouez eus an natur eo ar gwez : produiñ a reont dioksigen ha digreskiñ an dioksidenn garbon en aergelc'h, skoilhoù int ouzh ar c'hrignerezh, goudor a roont d'un ekosistem en o deil ha pourveziñ a reont frouezh, koad ha keuneud... hep ankouaat o ferzh e kaerder ar maezioù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search