Help! (albom)

Help! (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 6 a viz Eost 1965
Enrolladur Studioioù Abbey Road
Pad 33:44
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
Beatles for Sale (1964)
Rubber Soul (1965)

Pempvet albom studio ar strollad The Beatles eo Help!, embannet er Rouantelezh-Unanet d'ar 6 a viz Eost 1965, ha sonerezh o film Help!. Seizh eus kanaouenn an albom, en tu kentañ, zo tennet eus ar film, en o zouez ar singloù Help! ha Ticket to Ride. En eil tu e kaver Yesterday, ar ganaouenn adkemeret ar muiañ en istor ar sonerezh.

Pelloc'h ez a ar strollad e teknikoù al lies-pistennoù da sevel o son. Ar ganaouenn Yesterday zo sonet gant ur pevarad-kerdin, ar wezh kentañ d'ar strollad mont war-zu sonioù barok, tra ma klever ur fleüt e You've Got to Hide Your Love Away.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search