Indonezeg (Bahasa Indonesia) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Indonezia, Malaysia, Timor Lorosae (Timor ar Reter) |
Komzet gant : | >200 milion |
Renkadur : | 5 |
Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek Yezhoù malayek-polinezek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Indonezia |
Akademiezh : | Pusat Bahasa |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | id |
ISO 639-2 | ind |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | IND |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh malayek-polinezek eo an indonezeg (indonezeg: bahasa Indonesia, "yezh Indonezia"), komzet gant 165 milion a dud en holl, en o zouez 30 milion evel yezh kentañ en Indonezia hag e Timor Lorosae.
Daoust ma vez komzet evel yezh kentañ gant 7% eus poblañs Indonezia hepmuiken ez eo ar yezh ofisiel eno rak komzet e vez evel eil yezh gant meur a hini all ha talvezout a ra da yezh voutin pe lingua franca en ur stad ma reer gant tro-dro da 300 yezh en holl.
Ur yezh nevez an hini eo dre ma oa bet didroc'het diouzh ar malayeg, ha krouet ar yezh unvan anvet indonezeg e 1945. Kenderc'hel a ra an dud avat da gemmeskañ an indonezeg gant o yezhoù kentañ hag un diforc'h bras a c'hell bezañ etre ar yezh "c'hlann" implijet war ar skingomz pe er c'helaouennoù ha yezh ar bobl.
Daoust ma vezont distaget en un doare disheñvel ha daoust d'ar gerioù a orin izelvroek a gaver stank a-walc'h en indonezeg, ez eo chomet tost-tre d'ar malayeg dre vras betek ma'z eo luziet a-walc'h gouzout hag-eñ ez eus yezhoù disheñvel anezhe e gwirionez kentoc'h evit doareoù disheñvel eus un hevelep yezh voutin.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search