Jean Froissart

Delwenn Jean Froissart e porzh Mirdi al Louvre.

Jean Froissart (war-dro 1337 – war-dro 1405) a oa un istorour gall, unan eus ar re bouezusañ er Grennamzer e Bro-C'hall. Skridoù Froissart zo ur vammenn eus ar re wellañ evit studiañ istor ar Brezel Kant Vloaz, istor Bro-Saoz koulz hag istor Bro-C’hall er XIVvet kantved.

Genidik e oa Froissart eus Valenciennes, e kontelezh Hainaut. Mont a reas d’ar c’hloerdi. Ur barzh donezonet e oa ivez. Mont a reas da istorour ofisiel e lez ar rouanez Philippa de Hainaut, a oa da vezañ gwreg ar roue saoz Edouarzh III.

Beajiñ kalz a reas Froissart, da-heul Philippa, e Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre, Bro-C'hall, Flandrez, Spagn, Italia. E dibenn e vuhez, goude marv Philippa, e teuas da vezañ chaloni e Chimay, e kontelezh Hainaut.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search