Flavius Claudius Iulianus (henc'hresianeg : Ἰουλιανός), Julian ar Renavi, pe c'hoazh Julian II (abalamour d'an impalaer Didius Julianus a renas en e raok) (331 – 26 a viz Mezheven 363) a oa un impalaer roman etre 361 to 363, koulz ag ur prederour ha skrivagner henc'hresianek.
Un niz da Constantinus Iañ e oa, ha dreistbevet en deus lazhadeg an tiegezh impalaerel aozet gant Constantius II e genderv. Julian a venas emzivad goude lazhadenn e dad e 337, hag e kreskas dindan evezh dizehan gant Constantius.[1] Hogen aotreet e voe gant an impalaer da gas Julian da Hellaz ha deskiñ ar brederouriezh klasel. Dre-se e teuas Julian da vout un den desket-bras, muioc'h eget e gempredidi[2]. Constantius II a c'halvas Julian e 355 d'e harpañ evit ren Galia. Daoust ma ne oa ket skiant-prenet getoñ, e teuas a-benn da dizhout an amkan : adkas ar C'hermaned da tu arall ar Roen[1]. E 360 e voe dilennet da impalaer gant e soudarded e Lutetia (Pariz), o loc'hañ ur brezel keodedel gant Constantius. Hogen pervel a reas Constantius a-raok ma c'halljont krogiñ un emgann etreze, ha Julian a zeuas da vout impalaer d'e heul.
Julian a oa un tiern milourel, koulz ag un theosofour, ur c'hempennour sokial, hag ul lenneg meur[3]. Ar rener digristen diwezhañ ag an impalaerezh e oa, ha splann e oa evitañ e oa dav adstaliañ talvoudigezhioù kozh ar Republik Roman evit e saveteiñ ag an diskar[4]. Skarzhañ a reas ul lodenn vras eus izili ar melestradur uhel a-raok klask adlakaat hengounoù relijiel Henroma evit gwanaat ar gristeniezh. Raktreset en devoa sevel an trede azeuldi e Jerusalem evit kreñvaat galloud ar yuzevien diwar-goust ar gristenien[2]. Berzet e oa d'ar gristenien kelenn ha deskiñ al lennegezh klasel pa oa Julian o ren[5].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search