Juluan Maner

an Tad Juluan Maner
« Le P. Maunoir obtient miraculeusement le don de la langue bretonne. » en Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper.

Juluan Maner, ganet d'ar 1 a viz Here 1606 e Sant-Jord-Restembaod, er biz da eskopti Roazhon (en Il-ha-Gwilun a-vremañ), war harzoù Normandi, hag aet da Anaon d'an 28 a viz Genver 1683 e Plevin, e Kerne (hiziv en Aodoù-an-Arvor), a oa ur beleg ha geriadurour brezhoneg.

Mont a reas war e studi da skolaj an Tadoù Jezuisted, da Roazhon, adalek 1621. Alese ez eas da leandi Saint-Germain, e Pariz, ma reas e leoù kentañ e 1627. Kenderc'hel a reas e studioù e La Flèche ha goude-se e skolaj Kemper e 1630. Eno e stagas da zeskiñ brezhoneg, met kontañ a reer en dije desket ar yezh, dre vurzhud, en un nozvezh, e 1631, e chapel Ti Mamm Doue e Kerfeunteun, ur barrez sko ouzh Kemper.

D'ar mare-se ivez e tarempredas Mikael an Noblez a oa o chom e Douarnenez hag e reas e vennozh da vont da brezeg dre Vreizh.

Mont a reas an Tad Maner da Deurgn ha da v-Bourges da beurechuiñ e studioù. Beleget e voe e 1637 ha distreiñ a reas da Gemper e 1640. Neuze e krogas da visioniñ tro-dro da Gemper, o vont alies da eskoptioù all : Leon, Treger, Gwened, Sant-Brieg. Kregiñ a reas gant e vision kentañ e 1641, e Douarnenez. A-hed e vuhez, betek e varv e 1683, ez eas dre Vreizh a-bezh da brezeg an aviel. Heverk e oa misionoù an Tad Maner gant o zaolennoù, implijet ivez gant Mikael an Noblez evit displegañ ar Skritur sakr d'an dud gant skeudennoù eeun, gant o c'hantikoù, ha gant ur brosesion vras evit klozañ ar mision. Kantikoù e-leizh a savas an tad Maner, rak ar pep gwellañ e oa, hervezañ, evit kenteliañ an dud. Tremen 400 mision a zo lakaet war e anv. Pa 'z eas da brezegenni~~e kreiz Breizh e tiskoachas ma yae darn an dud da sabatoù el lanneier. Sevel a reas un hentenn atersiñ e-pad ar c'hofez evit stourm ouzh ar pezh en doe anvet Diroll ar Menez.

Sevel a reas a-du gant Charles d'Albert d'Ailly, (dug a Chaulnes), karget da lakaat an urzh da ren en-dro goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz, er bloaz 1675. Prezeg a rae ar sentidigezh hag ar sujidigezh d'an dud, koulz war ar maez hag e kêr.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search