Karl V an Impalaeriezh Santel

Ur pennad Carlos Iañ zo ivez.
Ur pennad Karl V zo ivez.
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Karl V an Impalaeriezh Santel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh santel roman german Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles de Habsbourg Kemmañ
Anv-bihanKarl, Carlos, Carles, Carlos, Charles Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 C'hwe 1500 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGent Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gwe 1558 Kemmañ
Lec'h ar marvYuste Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmalaria Kemmañ
Lec'h douaridigezhRoyal Crypt of the Royal Monastery of San Lorenzo de El Escorial Kemmañ
TadFulup Iañ Kastilha Kemmañ
MammJaned Kastilha Kemmañ
PriedIzabel Portugal Kemmañ
Kompagnun(ez)Johanna Maria van der Gheynst, Barbara Blomberg Kemmañ
FamilhSpanish House of Habsburg, Tiegezh Habsburg Kemmañ
GodparentMargaret of York, Marc'harid Aostria Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, galleg, alamaneg, italianeg, latin Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Kargmonarch of the Crown of Aragon, Roue Kastilha ha León, Impalaer roman germanek, Lord of the Netherlands, king of Sardinia Kemmañ
Deroù ar prantad labour1515 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1558 Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad eDieta Worms Kemmañ
Darvoud-alc'hwezcoronation of the Holy Roman Emperor Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Charles V with a Dog, Portrait of the Emperor Charles V, Portrait of Charles V., Emperor Charles V, Holy Roman Emperor and King of Spain (1500-1558) Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Poltred an impalaer Karl gant ur vazh, gant Rubens. Poltred graet diwar ul livadur diwar zorn Tizian (Tiziano Vecellio, 1490-1576).
Karl V

Karl V, pe Charlez Pemp (e brezhoneg; e galleg: Charles Quint), anavezet ivez evel Karl Aostria pe Karl Habsburg, hag evel Carlos Primero e spagnoleg, a oa ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1500 e Gent, en Izelvroioù, ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1558 e manati Yuste e Spagn, a voe roue Spagn hag Amerika spagnol, roue Sikilia , hag ar c'hentañ roue a unvanas rouantelezhioù Kastilha, Aragon ha Navarra, hag ivez dug Brabant evel Charlez II Brabant (1515-1558), Impalaer santel (1519-1555) evel Karl V. Breur e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel a renas evel impalaer war e lerc'h.

Goude marv e dad Fulup Iañ Kastilha e renas Karl war an Izelvroioù Bourgognat hag a oa unnek dugelezh ha kontelezh enno.

E 1516 e teuas da vout Roue Spagn (Roue Kastilha, Léon hag Aragón evit bout resis) dindan an anv a g-Carlo IV (1516-1558). E 1519 e heritas Arc'hdugelezh Aostria ha evel Roue Roman-ha-German e voe dilennet, ha kurunet e voe en Iliz-veur Aaachen gant arc'heskob Kologn Hermann V Wied. E 1530 e voe kurunet Impaeler Roman-ha-German ( gant ar Pab Klemañs VII. Eñ a voe an eil ha diwezhañ Habsburg kurunet gant ar pab.

Karl a zalc'has (evel an impalaer Masimilian en e raok) gant ar mennozh ag un unpenniezh europat, gant aotroniezh war ar rouaned. Gwelet a rae outañ e-gunan evel unvaner Europa a-enep tostadur an impalaeriezh otoman renet gant Suleiman I ha difenour an iliz katolik. Meur a vrezel a reas a-enep ar roue gall Frañsez Iañ (Brezelioù Italia), daoust ma ne zeuas ket a-benn gwanaat Frañs hag a oa kevreet gant an otomaned.

Pa oa an impalaer o prezeliñ en Italia e strewas an disivoud protestant en Alamagn. E tu ar gatoliked e oa kentoc'h, mes ret e oa dezhañ asantiñ al luskad nevez a-benn dercʼhel ar peoc'h, en ur sinañ Feur-emglev Passau (1552).

E 1556 e treuzkasas e c'halloud etre e vab henañ Fulup II, a heritas douaroù Spagn ha Bourgogn, hag e vreur yaouankoc'h Ferdinant Iañ, roue Aotria a-c'houde 1521, hag a gemeras titl an Impalaer. Aze e rannas tiegezh Habsburg etre an hini spagnolat (Casa de Austria) hag an hini aostrian (Haus Habsburg-Österreich). Mont a reas d'an Anaon e 1558 en e balez e-tal manati Yuste e Spagn.

Impalaeriezh Karl V

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search