Kastiz ar marv

Kastiz ar marv
manner of death
Efedlazhidigezh Kemmañ
Pleustret gantBourev Kemmañ
Cesare Beccaria, Dei delitti e delle pene

Kastiz ar marv a reer eus ur c'hastiz lezennel a aotren ur Stad da lazhañ un den a zo bet anzavet da gablus hag unan da nebeutañ eus an torfedoù a zo anvet "mervel" gant gwir ar Stad da vare ar barn. Gant ul lez-varn stadel e vez embannet ar varnedigezh, goude ur prosez ma vez difennet an den tamallet gant un alvokad(ez) pe veur a hini ; gant kargidi e vez kaset al lazh hervez un argerzh bet termenet dre lezenn.
E ken degouezh ma vije lazhet an den hep doujañ d'al lezennoù e teu al lazh da vezañ un torfed all, dre zial, dre justis prevez pe dre abeg pe abeg, hag al lazher(ez) a rank bezañ barnet ivez gant ar Stad.

Lies abegoù zo evit kastiz ar marv er Stadoù o deus e viret en o gwir : muntr, spierezh (da geñver ar Stad), trubarderezh (da geñver ar Stad), heñvelreviadezh, avoultriezh, renavierezh, nevid tud, goubrenadur politikel. A-wezhioù e vez kastiz ar marv implijet da venveg politikel a-benn reiñ ur skouer d'ar boblañs : e 2007, e Korea an Norzh, e voe lazhet un den dirak 15 000 a dud abalamour m'en devoa pellgomzet d'an estrenvro[1].

Koulz en egor hag en amzer e kemm ar sell a bar an dud, ar c'hevredigezhioù hag ar sevenadurioù war kastiz ar marv. Paot e oa er bed a-bezh gwezhall[2], stourmet e voe outañ e-kerzh Kantved ar Sklêrijenn, raloc'h-ralañ eo abaoe eil darn an XXvet kantved. Koulz muntrerien hag enebidi politikel o deus e c'houzañvet.

D'an 18 a viz Gwengolo 2012 e oa 100 bro ma oa torr kastiz ar marv dre lezenn ; 7 bro o devoa e dorret dre lezenn evit an torfedoù boutin ; 42 vro o devoa miret kastiz ar marv hep bezañ e lakaet e pleustr e-pad dek vloaz da nebeutañ ; 5 bro o devoa goursezet al lazhoù ; 44 o devoa miret kastiz ar marv hag e lakaet e pleustr e-kerzh an dek bloavezh tremenet. Tremen 5 000 den a c'houzañvas kastiz ar marv e 2011 e 19 bro[3].

Anzavet eo kastiz ar marv gant an ensavadurioù etrebroadel, daoust ma sav eneptañ an darn vuiañ anezho. Berzet eo kastiz ar marv er pep niverusañ eus ar Stadoù, met ur bihanniver int e-keñver poblañs ar bed, p'emañ 60% eus an dud o vevañ e broioù ma vez lazhet tud a-berzh ar Stad. Holl izili Unvaniezh Europa o deus he dilezet abaoe krouidigezh Karta Unvaniezh Europa ar Gwirioù-diazez, d'an 2 a viz Here 2000 ; ne vez mui sevenet en Europa dre vras, war-bouez e Bielorusia.
D'an 18 a viz Kerzu 2007 e voe embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) an disentez 62/149 evit goulenn ma vije goursezet al lazhoù ; eizh ezel eus an ABU a-douez an dek Stad poblekañ o devoa mouezhiet a-enep, India, Indonezia, Republik Pobl Sina ha Stadoù-Unanet Amerika en o zouez[4].

  1. Fox News (en) OK 20/11/2012
  2. War-bouez Rus' Kyiv (IXvet - XIIIvet kantved)
    • Gwelit : MAGOCSI Paul Robert, A History of Ukraine, University of Toronto Press, Toronto, Kanada, 1996 ISBN 978-0-8020-0830-5 (en)
  3. Hands off Cain (en) OK 20/11/2012
  4. ABU (fr) OK 20/11/2012

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search