Kelc'h

Ur c'helc'h boas

Ar c'helc'h a zo anezhañ ur grommenn blaen serr a c'hoarvez eus kement poent eus ur plaen a zo keitpell diouzh ur poent roet, anvet "kreizenn ar c'helc'h". Ar pellder boutin-se etre ar poentoù eus ur c'helc'h hag e greizenn a vez graet skin anezhañ.

Rannet eo ar plaen e div lodenn gant ar c'helc'h : an diabarzh hag an diavaez (e gwirionez ez eus un trede lodenn : ar vevenn etre an diabarzh hag an diavaez). Er yezh pemdez e c'heller ober "kelc'h" eus ar vevenn (an drolinenn), pe eus an holl figurenn : ar vevenn hag an diabarzh. Hiziv an deiz e matematik e vez graet "kelc'h" eus ar vevenn (ar grommenn), tra ma vez graet "disk" eus an diabarzh (ar c'horreenn).

En ur spas n-ment e vez graet sferenn eus teskad ar poentoù a zo keitpell diouzh ur greizenn. Setu ez eus ur sferenn div-vent eus ar c'helc'h.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search