Kensonenn ankoue dre stlakat

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar gensonenn ankoue dre stlakat.

Ne dalvez ar fonenn-mañ da fonem e yezh ebet, met kavet e vez ral a-wezh evel alofonenn ar gensonenn ankoue dre serriñ ʡ pa c'hoarvez etre vogalennoù e dahaloeg.

N'eus arouezenn ofisiel ebet hervez reolennoù al LFE evit treuzskrivañ ar sonioù-se ha ma bez ezhomm e c'heller ober gant an arouezenn ʡ mui ur sin diakritek ispisial evel-hen: ʡ̯.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search