Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton
Kampion ar saverien: Mercedes
A-raok: 2019 War-lerc'h: 2021

Kevezadeg bed Formulenn 1 2020 eo 71 abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur bloavezh etre a oa sañset bezañ da c'hortoz ar cheñchamant bras a reolennoù e 2021. Lewis Hamilton a oa ar c'hampion en titl, ha graet en doa kement ha Michael Schumacher o tapet ur seizhvet titl. Mercedes a oa ar skipailh kampion en titl hag aet e oa ar maout ganto ur wezh adarre, ar seizhvet diouzh renk.

Reuz a oa bet er gevezadeg-se abalamour d'ar bedreuziad Covid-19 en deus ampellet pe nullet meur a redadeg. Sañset e oa da gomañs e miz Meurzh gant Priz Bras kirri Aostralia a oa bet nullet d'ar Gwener a-raok. Ne voe redet tamm redadeg ebet betek miz Gouere. 22 redadeg a oa sañset bezañ redet, ur rekord, met n'eo ket anavezet an deiziadur klok evit poent dre ma c'hortozer gouzout penaos e troio an traoù a-raok an hañv.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search