Kilhog

Kog o kanañ
Kog eus ar ouenn Barred Plymouth Rock.

Ar c'hilhog (kilheien), pe ar c'hog (kigi), eo par ar yar. Ur c'habon a vez graet eus ur c'hilhog spazhet.

Degaset e voe ar c'hilhog doñv (hag ar paun) en Europa dre Azia Vihanañ tro-dro ar VIIvet - VIvet kantved kent JK. Dont a reas da vezañ ul loen doñv da vat adalek an Vvet kantved kt JK.

Emgannoù kigi a vez aozet e broioù zo e Azia ar Gevred, Afrika hag Amerika Latin.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search