Leue

Ul leue a ouenn Hereford en Aostralia
Leue enNew Forest, England

Hini bihan ar vuoc'h hag an tarv eo al leue (liester : leueoù). Nav miz e vez douget gant ar vuoc'h, a-raok dezhi halañ.

War-dro 45 kg e pouez al leueoù pa vezont ganet. Neuze e vezont lipet gant o mamm. Pa savont ne chomont ket en o sav: re bonner int, ha re amparfal al loen en eurioù kentañ.

A-wechoù, pa vez ganet al leue er park e vez gwelet lern o tont da zebriñ ar gwele.

Pa vez deuet bras hag ar c'houlz d'e zizonañ, war-lerc'h 6 miz, e reer

Pa vez bet halet an annoar, etre 24 pe 30 miz, evit ar wech kentañ, eo e vez graet ur vuoc'h anezhi.

Savet e vez al leueoù evit debriñ o c'hig, ha priziet kalz eo gant an debrerien-gig: gwenn, eo ha tener e vez pa vez maget al leueoù gant laezh.

Lêr a vez graet gant kroc'hen al leueoù, hag anvet eo leuegen.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search